Ganet eo Charles Kergaravat er Stadoù-Unanet, gant kerent breton, ha klask a ra kreñvaat al liammoù etre hor bro hag hini an Eontr Sam.
Lavarit deomp piv oc’h, mar plij ? Er Stadoù-Unanet on ganet. Ma zud a zo bretoned a oa deuet d’ar vro er bloavezhioù 60, evel kalz gallaoued-all. Amerikan ha breizhad on. Pa oan yaouank e tremenen tout ma hañvezhioù en Elliant, ha kemer a raen perzh e gouelioù-meur Kerne da skouer. Ul liamm kreñv em eus bet a-viskoazh gant Breizh. Ma identelezh eo. Evel-se em eus savet ar gevredigezh BZH New-York. Met pelloc’h eget New-York em eus c’hoant da sellet bremañ. Peseurt tresoù heñvel a zo gant ar Stadoù-Unanet ha Breizh ? Ur bern a zo, en ekonomiezh da skouer. Kalz embregerezhioù a labour er Stadoù-Unanet. Sevel a ra ar strollad Bolloré batirioù en Erge-Vras rak krouet o deus ur servij rannañ otoioù tredan 100 % e Indianapolis (Blueindy). Armor Lux en deus ur stal e New-York ha gwerzhañ a ra e froduoù e meur a stal. Meur a skouer evel-se a zo : deuet e oa degadoù a embregerezhioù breizhat evit saloñs elektronek Las Vegas. C’hoant em eus da lakaat an traoù-se war wel, dre ma lec’hienn internet, war ar rouedadoù sokial… Istorioù liammet hon eus, e-kerz an daou vrezel bed da skouer, degouezhet e oa kalz a soudarded amerikan e porzh Brest. War un dachenn sevenadurel e c’heller menegiñ ar sonerezh jazz hag a zo erruet en Europa dre v/Breizh da gentañ. Perak ho peus krouet Breizh Amerika ? Krouet em eus ar gevredigezh bloaz zo evit brudañ al liammoù etre ar Stadoù-Unanet ha Breizh evit ma c’hellfe an amerikaned dizoloiñ hon sevenadur hag hor rannvro. Meur a raktres a zo ganeomp gant sonadegoù er Stadoù-Unanet evit gouel Breizh. D’ar 17 a viz Meurzh e vo un dibunadeg vras evit gouel Sant Padrig war ar 5vet bali e New-York. Pedet hon eus ez-ofisiel Bagad Bro Landerne ha Kelc’h Keltiek Eskell an Elorn. Emaomp o vont ivez da aozañ ur “Business Breakfast” gant dilennidi ha penn-embregerezhioù breizhat ha tud a aferioù eus New-York. http://www.lecourrier-leprogres.fr/2015/03/08/«-breizh-ma-identelezh-»/
0 Comments
Read up on all our latest news. Learn about #TweetMothertongue #Landereneau #startups #VentureOutNY Click here to view Post by Breizh Amerika. ![]() "Ils vont bientôt vivre un rêve. Le cercle Eskell an Elorn accompagne le Bagad bro Landerne à la parade de la Saint-Patrick sur la mythique 5e avenue. Une opportunité pour la promotion de notre territoire. « Un honneur ! », « un privilège ! », Valérie Péron et Magali Roudaut, présidente et vice-présidente du cercle celtique landernéen ne boudent pas leur bonheur." "L'invitation est parvenue au Bagad Bro Landerne par The St. Patrick's Day Parade and Celebration Committee, via Charles Kergaravat de l'association Breizh Amerika, que Loïc Pezennec, président du bagad, a rencontré l'été dernier. « C'est un sésame compliqué à obtenir. Nous sommes seulement le cinquième cercle de Bretagne à y aller », sourit Magali Roudaut. C'est une chance incroyable que le Bagad nous ait proposé de les accompagner. »" "Le bagad fera une répétition publique, samedi 21 février à la salle des fêtes de Pencran, à 18 h (entrée gratuite), qui sera suivie d'un fest-noz à partir de 20 h. Autre possibilité : faire un don « via le blog saintpatrick2015.fr chacun peut déposer la somme de son choix, déductible de l'impôt sur le revenu à hauteur de 66 % pour les particuliers, et 60 % pour les entreprises », précise Magali Roudaut." Click here for Ouest France article |
Categories
All
Blog Archives
February 2021
Breizh Amerikais an organization established to create, facilitate, promote, and sponsor wide-ranging innovative and collaborative cultural and economic projects that strengthen and foster relations and cooperation between the United States of America and the region of Brittany, France. |